| Tamm kreiz |
|---|
| Me 'm eus ur galonig ardant |
| Na rafen ket evit arc’hant |
| Evit arc’hant nag evit aour |
| Na rafen ket ma c’halon baour |
| D’un ever gwin deus ar re washañ |
| Am eus roet evit netra |
| Ret eo din sevel mintin mat |
| Ha mont d’ar park da labourat |
| An dud yaouank pa zimezont |
| Na soñjont ket petra ' reont |
| Ha krediñ ' ra an dudoù kaezh |
| A gouezh an aour deus beg ar gwez |
