| Pussy riotal |
|---|
| Kavet 'm eus ur plah a hiriw |
| Unan di-zalh, unan hardizh |
| Hag un deiz he deus lâret din |
| He bruched eh a da ziskouaiñ |
| Eid difenn gwiriow ar maouesed |
| Ar re g’o gwased kasti’et |
| Ha disklêriiñ da fass ar bed |
| Ar re o bisajow mouchet |
| Avet 'm eus ur plah heretik |
| Hag a so mestres he boutik |
| 'D ay ket dirag an aotrou-maer |
| Kennebeud dirag an aoter |
| 'Meid ewid soniñ a-zivoud |
| Kevre 'n ilis hag ar galloud |
| Kavet 'm eus ur plah a-vremañ |
| Honnañ a so da m' santimant |
| Ha ni vo kreñv ha ni vo par |
| Mod-se ra an dud en em gar |
