| Didostit holl Vretoned, da glevet ur gentel |
| War buhez al labourer eo bet great, n' eus ket pell |
| Disheñvel meurbet eo stad ar paour-kaezh labourer |
| Disheñvel diouzh stad an dud, pere ' zo ' chom e kêr |
| Al labourer ' renk paeañ, paeañ e pep amzer |
| Paeañ tailhoù d’ar roue, bep bloaz teir pe beder |
| Ha pa renk paeañ e vestr, ma n’eo ket prest an arc’hant |
| Foar ' vez graet gant e zanvez, amañ an nec’hamant |
| Al labourer, goude-se, a vezo tamallet |
| Gant an dud eus al lezenn e vezo pizh skarzhet |
| Eus e nebeud a vadoù e vezo dibourc’het |
| Had e zanvez o vont kuit, n’eus netra da lavaret |
| En divezh, al labourer, baleet lec’h ma karo |
| E vezo drouk-prezeget, kalz tud hen disprizo |
| Ha koulskoude, ma teufe da soñjal an dud-mañ |
| Diwar brec’h al labourer 'ma 'r bed-holl o vevañ |
| Hor stal ' zo poanius meurbet, paouez na deiz na noz |
| Ken na cheñcho penn d’ar vazh, ni na 'mo ket repoz |