| Ganet em eus seizh mab dispar |
| Ganto siwazh 'm eus 'met glac’har |
| Ganto siwazh 'm eus 'met mizer |
| Gwelet anezho leuriañ er gêr |
| Gwelet anezho leuriañ en ti |
| Hed ar sizhun da vakañsiñ |
| Gwelet 'nezho gant an RMI |
| 'Gavont neblec’h da labouriñ |
| 'Gavont neblec’h da labourat |
| Daoust dezho bout diplomet mat |
| Daoust dezho holl bout diplomet |
| Met ar Benoni n’eo ket |
| Met ar Benoni n’eo ket |
| Gantañ avat n’on ket nec’het ! |
| Lezirek eo ha merc’hetaer |
| Hag ouzhpenn-se eo 'tamm laer |
| Hag ouzhpenn-se eo 'tamm treitour |
| Er politik 'kavo labour |
| Er politik 'kavo labour |
| 'Vevo en arc’hant hag en aour |
| 'Vit 'r pennoù vras 'barzh ar vro-mañ |
| An enkadenn ne cheñch netra |
| Ne cheñch netra an enkadenn |
| 'Vijent re ruz o pe re wenn |
| 'Vijent re ruz o pe re wenn |
| 'N em glevont mat war ar chupenn |
| 'Vijent re wenn o pe re ruz |
| Memes chakod eus a bep tu |
| Memes chakod don ha ledan |
| Da laerezh ar re vihan |