
Дата выпуска: 03.11.1994
Язык песни: Гэльский
Maro eo ma mestrez |
Me am eus ur feuntenn |
E-barzh kornig ma jardin |
Ennan e vin kavet,. |
Deus an noz hag ar mintin |
Ennan e vin kavet |
Atristet gant ma glac’har |
Soñjal e ma mestrez |
A zo aet d’an douar |
Maro eo ma mestrez |
Maro eo holl ma fiañs |
Maro ma flijadur |
Ha tout ma holl esperañs |
Biken, 'mije soñjet |
Nag ar maro a deuje |
Da lemmel diganin |
Ma dous ma c’harantez |
Deus poanioù ar bed mañ |
Fusulhioù ha kontelioù |
Hastet, mar plij ganeoc’h |
Disoc’het din ma deioù |
Hastet, mar plij ganeoc’h |
Disoc’het din ma buhez |
' vid maz in d’ar bed all |
Warlec’h ma c’harantez |
C’hoarvez a ra ganin |
Evel gant ur marc’hadour |
Am 'eus ur vatimant |
Da navigi war ar mor |
Graet gantan e beaj |
Erruet e porzh ar joa |
Ma doucha d’ar gern |
E tello perisa |